Anonez-Spagn (Annona cherimola)

Er bloavezhioù-mañ e vez emporzhiet muioc'h-mui a frouezh o tont eus broioù pell en Europa. Ur cherimoya am eus prenet ha tañvaet. Ral eo d'ar frouezh-mañ bezañ gwerzhet, met bremaik e vo kavet en dibab frouezh.

Anv boutin frouezh an anonez-Spagn (Annona cherimola) eo cherimoya. An anonez-Spagn a ziwan e traoniennoù an Andoù, e 1500 m uhelder adalek Kolombia betek Perou. Harzañ a ra ouzh ar yenijenn, ha dre-se eo bet skignet e rannoù all eus ar bed, hag int tommoc'h a-wezhioù, betek en Israel ha Su Spagn. War-dro 120 spesad anezhañ a zo.

Glas-duard eo kroc'hen ar cherimoya. Digompez eo ar gorre, evel pa vije bet gwasket gant ar bizied. Heñvel eo o stumm ouzh hini un deolenn, hervez lod. Ar frouezh a vez dastumet a-raok bezañ peurazv, ha peurazviñ a reont dindan demperadur an endro. E-barzh ar frouezh e kaver al lodenn vouedek, liv ar c'hoaven ha blaz ar bananez pe an ananaz ganti. 10–20 hadenn ruz binimus-tre, ken tev hag ur favenn, a gaver enni. Debret kriz e vez ar boued-mañ.

Gallout a ra ar frouezh-mañ bezañ gounezet en un ti pe en un ti-gwer tomm. An eginañ a bad etre ur sizhunvezh ha teir sizhunvezh dre vras, dindan un temperadur endro a 27ºC. Roz eo ar plant bihan, met buan e teu dezho delioù glasdu, kreoñeg, oval, 10–15 cm hed ha gwazhiennek-tre dindan. Er goañv e kouezh an delioù, o laoskel c'hwezh fall m'int bet gwallet. Skourroù nevez a zeuio en toulloù m'eo kouezhet an delioù diwarno. Rankout a ra pep spesad anonez kaout kalz sklêrijenn hag ul lec'h a-feson da c'hoañvañ. Tabut a zo war ar poent diwezhañ-mañ. Evidon-me, lakaat a ran an anonez dindan un temperadur a 10–15ºC er goañv. Dedennus e vefe studiañ kreskañs meur a blantenn dindan demperadur an endro ha dindan un temperadur a 10–15°C er goañv, ha gwelet pehini a vleugno da gentañ.

Bleuniañ a ra an anonez er goañv 3–5 gwezh ar bloaz. A-raok ar bleuniadur e seblant emañ an anonez o tisec'hañ, ha kouezhañ a ra kalz delioù diwarnañ. Melendu eo ar bleuñv, hag a zeu en toulloù ma oa kouezhet delioù diwarno, pe a ziwan asambles gant delioù nevez. Pollenizañ a c'haller ober a-zorn gant div blantenn. Ar frouezh a vez peurazv a-benn 5–7 miz.

Arabat deoc'h bezañ nec'het o welet emañ damweñvet lein ar blantenn atav. Ur vuezon sec'hor berr ne raio droug ebet d'ar blantenn, met ret e vo dezhi bezañ douret er goañv. M'ho peus eurvad e teuoc'h a-benn da gaout spesadoù all :

Annona squamosa – anonez heñvel o frouezh ouzh avaloù-pin, anvet ivez avaloù dous. Melenglas eo ar frouezh.

Annona reticulata – anonez hag a zo anvet kalon ejen, abalamour d'o stumm ha d'o liv ruz. Kalet ha dous eo ar c'hig.

Annona muricata – anonez spernek (gwez-avaloù-brodet e brezhoneg) anvet ivez guanábana, hag a zoug ar frouezh trovanel brasañ a zo (1,5–5 kg), warno spern glas ha konek 0,5 cm hed. Delioù an anonez-mañ a vez implijet da aozañ te korosol (avaloù-brodet).

Printed from http://www.botanix.kpr.eu/br/print.php?t=3