Lotuz-sakr India (Nelumbo nucifera)

foto

Bleunienn al lotuz-sakr

Al lotuz-sakr India (Nelumbo nucifera) a zo plant-dour kaer, ganto delioù glas hag a flot war gorre an dour. O bleunioù roz a zarneuñv e penn ur gorzenn dev meur a gantimetr a-us d'an dour.

Sakr eo bleuñv al lotuz-sakr, hag implijet e vezont gant ar Voudisted e-kerzh lidoù relijiel. Ar blantenn en he fezh a zo mat da vezañ debret, daoust ma ne vez implijet nemet an hadoù hag ar c'horzennoù-gwrizienn (rizomoù) e keginerezh hengounel gevred Azia. Plant-geun eo al lotuz-sakr, ha gallout a reer gounit anezho er memes doare hag al loa-zour. N'eo ket diaes gounit ar plant-mañ er broioù-mañ, n'eus nemet gouzout an doare!

Klor kalet an had – an toag – a ranker rufanañ gant paper-sabr. Dre-se e c'hallo an dour mont e-barzh evit d'an had da eginañ. Ma chom difreuz an doagenn e chomo bevidik an hadenn e-pad kantvedoù. Ur wezh ma vo bet lakaet en dour avat, e c'hallo an eginañ padout bloavezhioù.

foto

Had lotuz-sakr oc'h eginañ

Penaos gouzout ha rufanet a-walc'h eo bet an toag ? Ma vez daougementet ment an hadenn a zo bet lakaet en dour a-benn 24 eurvezh, ez eo bet rufanet a-walc'h an doagenn. Ma ne vez ket, ez eo ret adober pep tra ha gortoz e-pad 24 eurvezh adarre. Ret eo ober en doare-mañ betek ma vo daougementet ment an hadenn. Da c'houde, lakait an hadenn en ur podad leun a zour. Gwellañ temperadur an dour evit lakaat an had da eginañ en em gav etre 27° ha 28°C (goude ma c'hall bezañ daougementet ment an had dindan 20°C ivez). Dindan an temperadur-mañ ec'h egino buan an hadenn ha dindan ur sizhunvezh e teuio lañsadennoù bihan. Sellit ouzh ur skeudenn amañ http://www.victoria-adventure.org/…om_seed.html

Kerkent ha deuet an delioù kentañ, plantit an hadenn en un dindanad priek pe e-barzh grouan en ur c'hontener (akwariom, vesel don). Rankout a ra bezañ 30cm dour da nebeutañ a-us d'an dindanad. Ma implijit grouan evit akwariomoù e c'hall al lotuz-sakr kreskiñ mat en un akwariom gant pesked.

A-nebeudoù e ranko ar blantenn kaout muioc'h a lec'h. Gallout a reoc'h lakaat anezhi en ur stank pe en un ti-gwer, gant ma vo diwallet diouzh ar rev. An temperadur gwellañ evit gounit al lotuz-sakr en em gav etre 20°C ha 35°C.

Er broioù-mañ e vez izeloc'h an temperadur, met chom bev a raio ar plant hep kudenn ebet. E-pad an hañv e plijo dezho ar stankoù ; er goañv e vo ret lakaat anezho en ti. En degouezh gwashañ e c'hallo al lotuz-sakr goañviñ en ur c'hav gleb gant al loaioù-dour.

Gwell eo derc'hel al lotuz-sakr en ur c'hontener a endalc'h 60 pe 80 litrad dour – hag a goust war-dro 10 Euro. Lakait an had eginet en ur pod pri poazh ennañ dindanad priek pe traezh evit akwariomoù, ha lakait ar pod e-barzh ar c'hontener. Leugnit anezhañ gant dour neuze.

Oc'h implijout ur c'hontener e vo aesoc'h deoc'h lakaat anezhañ en ti pe en un ti-gwer tommet e-pad ar goañv. Dibabit ul lec'h splann (e-kichen ur prenestr eta) evit d'al lotuz-sakr kaout ar muiañ sklêrijenn ha tommder. En hañv, lec'hiit ar c'hontener en ho pondalez ma sell war-zu ar c'hreisteiz, pe el liorzh. Anat e vo deoc'h ez eo aes-tre gounit al lotuz-sakr, betek en ur ranndi !

Printed from neznama adresa