Te Sina – gounezit ho te deoc'h-c'hwi !

foto

Kerkent hag echuet an hañv, a-raok donedigezh ar goañv eta, e vez pep liorzhour o soñjal dija er pezh a c'hounezo er bloaz war-lerc'h. N'oc'h ket entanet ken o c'hounit tomatez, pimant dous pe kokombrez ? Ha prest oc'h da arnodiñ un dra nevez ? Un dra egzotek ? Ha c'hoant ho pefe da c'hounit ho te deoc'h-c'hwi ?!

foto

Ar plant te (Camellia) a zo rannet en 50 spesad bodenn pe brousgwez trovanel hag istrovanel, an hini anavezetañ o vezañ gwez-te Sina (Camellia sinensis). Dont a ra ar plant henboudel-mañ eus Su ha Gevred Sina, koulz hag eus India, Myanmar, Viêt-Nam ha Laos, m'eo gounezet abaoe meur a gantved. Daoust dezho bezañ gounezet er bed a-bezh dindan hin drovanel, e vezont produet dreist-holl e Sina, India, Sri Lanka ha Japan.

foto

Had te

Gallout a reer gounit te du-mañ. Ar pep pouezusañ eo kaout had digant ar gwez-te, rak kollet e vez o nerzh eginañ ganto buan-tre. Konek eo an hadennoù, ha rankout a reont heziñ en dour e-pad 2–3 devezh a-raok an haderezh. Neuze ez adplanter ar blantenn vihan en un dindanad skañv hag a vez dizouret. Diwanañ a ra an had e-kerzh 2–4 sizhunvezh dindan un temperadur a 20–25 ºC. Dibabit ul lec'h heoliet evit ma kresko buan ar plant ; krennañ a c'haller anezho d'an oad a 6 miz. O krennañ ingal ar plant e teuio deil kaer koulz hag an danvez krai evit produiñ te.

Mat eo d'ar gwez-te bezañ er-maez pe war ur pondalez e-pad an hañv. Gant un hañvezh tomm ha trawalc'h a zour e vo an te evel ma vijent en o annez naturel. Daoust d'an doareoù bezañ damheñvel diouzh re an trovanoù e vo seul welloc'h a se ar gounezerezh, ha dont a raio bleuñv gwenn bras d'ar blantenn. Er goañv e vo lakaet ar blantenn e-kichen ar prenestr. Dre ma'z eo padus delioù ar spesad-mañ, ha dre ma ne c'halloc'h reiñ trawalc'h a heol d'ar blantenn, e weñvo hag e kouezho he delioù diouti moarvat. Pa zeuio an nevez-hañv avat, e wellao he stad buan-tre ha gouest e voc'h da zastum ho telioù te deoc'h-c'hwi.

Printed from http://www.botanix.kpr.eu/br/print.php?t=1