Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Penaos touzañ al leton ?

Evit kaout ul letonenn stank ez eo a-bouez touzañ anezhi a-feson. Ne vo ket liv mat war ho pin pe ho sapr ma n'eo ket kempenn al letonenn en-dro dezho.

Al letonenn a ranker touzañ un drederenn anezhi. Da lavaret eo ul letonenn 6 cm uhel a rank bezañ touzet betek 4 cm. Gwellañ uhelder al letonenn eo 2–3 cm. Ma touzit anezhi re verr e tisec'ho, nemet ha dourañ a rit anezhi kalz war-lerc'h an touzañ (10–15 l dour dre 1m² da nebeutañ).

Ober a reer gant daou seurt touzerez – ar seurt boutin hag an douzerez gant mulcher.

An hini ziwezhañ-mañ ne zastum ket ar geot, met a zisrann anezho e rannigoù bihan a vez taolet war al letonenn evit temzañ anezhi. Mat eo gouzout n'eo ket deuet mat an douzerez gant mulcher m'ho peus ur poull-neuial. Chom a ra ar rannigoù geot staget ouzh an treid ha kouezhañ a raint er poull-neuial. En degouezh-mañ, grit gant un douzerez voutin gant ur bailh-daspun.

Bremañ e kaver touzerezioù kenstrollet. O lakaat ar bailh-daspun ho po un douzerez voutin ; o tennañ anezhañ ho po un douzerez gant mulcher. .

Jaojabl eo an touzerezioù-mañ evit tachennoù dezho un diribañs a 15°. Grit gant un dic'harzherez kentoc'h ma vez muioc'h a ziribañs d'ho tachennad leton, koulz hag evit touzañ ar geot an-dro d'ar gwez ha d'ar plant bividik, pe er wrimenn.

««« Pennad kent: Implanter une nouvelle pelouse Pennad war-lerc'h: Petra ober gant ar geot touzet ? »»»

Lun 30.4.2012 07:58 | Moullañ | Leton

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour