Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Gwez-balmez Parajubaea torallyi

Parajubaea torallyi a zo gwez-balmez kaer ha rustek o tont eus Amerika ar C'hreisteiz. Koulskoude, ne vezont ket gounezet alies er-maez eus o annezad naturel, Bolivia, abalamour d'o had bras-divent (ha d'ar mizoù-kas uhel a zeu da heul)

Genidik eus Bolivia, e kresk ar gwez-mañ e traoñiennoù sec'h ha poultrennek an Andez war-dro 2700–3400 m a uhelez. N'eus spesad gwez-balmez all ebet hag a vevfe ken uhel. Du-hont ne vez ket tommoc'h eget 20°C gwall alies, ha rev a vez diouzh an noz. Er goañv (e miz Gouere ha miz Eost) e c'hall bezañ ken yen ha –7°C ha ne gouezh nemet 550 mm dour glav a-hed ar bloaz.

Sul 4.3.2012 22:44 | Moullañ | Gwez-balmez

Gwez-balmez padus ouzh ar rev Rhapidophyllum hystrix (palmez-spilhennoù)

foto

Rhapidophyllum hystrix

Unan eus ar gwez-balmez a harz ar muiañ ouzh ar rev eo Rhapidophyllum hystrix. N'eus nemet ur spesad er genad Rhapidophyllum. Dont a ra ar plant-mañ eus broioù gleb gevred ar Stadoù Unanet. Dre ma c'hallont gouzañv ar yenijenn betek – 20 °C e reont berzh er bed a-bezh, ha dreist-holl en Europa.

Sadorn 3.3.2012 15:49 | Moullañ | Gwez-balmez

Balan-India Pongamia pinnata

foto

Bleuñv Pongamia pinnata

Balan-India Pongamia pinnata (anvioù all : Honge, Pongam, Panigrahi, Karanj) a zo gwez dibourc'hidik, war-dro 15–25 metr a uhelder dezho, eus kerentiad ar Fabaceae. Ledan-tre eo o barr, ha goloet a vleunioù gwenn, roz pe mouk. Dont a reont eus India, met gounezet e vezont e pep lec'h e gevred Azia.

Gwener 2.3.2012 22:30 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Kiwano - Cucumis metuliferus

Heñvel ouzh an orañjez eo ar c'h-kiwano, 10–15 cm hed anezho. Renket e vezont e kerentiad ar c'houlourdr. War groc'hen ar frouezh ez eus dasstrewet kerniel bihan a zegas da soñj eus armoù ar Grennamzer. Glas eo ar vouedenn, enni kalz hadoù gwenn 5–10 mm hed. Pa n'eo ket azv ar frouezh c'hoazh e vez glas o liv.

Emporzhiet eus Kreizamerika hag Israel e vez ar frouezh-mañ. Debriñ a reer ar vouedenn c'hlas koulz hag an hadoù. Blaz ar c'hokombrez, ar c'hourjetez hag ar bananez a zo gant ar c'h-kiwano.

Yaou 1.3.2012 22:28 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Anonez-Spagn (Annona cherimola)

Er bloavezhioù-mañ e vez emporzhiet muioc'h-mui a frouezh o tont eus broioù pell en Europa. Ur cherimoya am eus prenet ha tañvaet. Ral eo d'ar frouezh-mañ bezañ gwerzhet, met bremaik e vo kavet en dibab frouezh.

Anv boutin frouezh an anonez-Spagn (Annona cherimola) eo cherimoya. An anonez-Spagn a ziwan e traoniennoù an Andoù, e 1500 m uhelder adalek Kolombia betek Perou. Harzañ a ra ouzh ar yenijenn, ha dre-se eo bet skignet e rannoù all eus ar bed, hag int tommoc'h a-wezhioù, betek en Israel ha Su Spagn. War-dro 120 spesad anezhañ a zo.

Merc'her 29.2.2012 22:26 | Moullañ | Plant ar broioù pell

Pages: 1-5 6-10 11-15 16-20 21-22

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour