Botanix – Ur gelaouenn diwar-benn ar plant

doare brezhonek

Plantañ bulboù bleuñvus ha hadegoù

Tennit ar bulboù ho peus resevet dre ar post diouzh o fakaj ha lakait anezho en disheol e-pad 2–3 devezh. Gallout a rit plantañ anezho kerkent ha resevet ivez, met dalc'hit anezho en disheol e-pad un nebeud devezhioù. Diwallit anezho diouzh bannoù an heol, a-hend-all e c'hallfent bezañ gwallet.

Meurzh 17.7.2012 10:53 | Moullañ | Alioù evit gounit plant

Gounit skouarnog (Pleurotus ostreatus)

Poblekoc'h eget ar c'hebell-touseg e vez ar skouarnog (Pleurotus ostreatus) bremañ. Kemer a reont o c'hreñv war ar c'hebell-touseg dre ma ne c'hallont ket bezañ kemmesket gant Amanita phalloides, ur spesad binimus.

Meurzh 17.7.2012 10:21 | Moullañ | Kebell-touseg

Ar pin-khasi (Pinus kesiya)

Ar pin-khasi (Pinus kesiya) a zo gwez a gresk buan, hag a zeu eus Azia. Ne greskont ket nemeur er-maez eus o bro c'henidik. Tizhout a ra ar gwez war-dro 30–35 metrad a uhelder hag ar c'hefioù betek 1 m treuz. War bep skourr e vez 3 spernenn dezhi 15 betek 20 cm hirder. Ar frouezh (tulbennoù) o deus un hirder etre 5 ha 9 cm hag an had a zo o ment etre 1,5 ha 2,5 cm hed.

Merc'her 11.7.2012 09:55 | Moullañ | Gwez-pin

Petra ober gant ar geot touzet ?

Petra a vez graet gant geot touzet ? Ma plij ganeoc'h kaout un tapis leton kaer eo dav deoc'h touzañ alies-tre, met dre-se ho po ur bern dilerc'hoù, ha ne ouezoc'h ket petra ober diouto. An darn vrasañ eus al liorzhourien a anavezan a daol anezho gant al lastez. Me n'on ket evit krediñ e c'hallfe tud zo en em zizober diboell diouzh teil ken marc'had-mat!

Lun 30.4.2012 09:58 | Moullañ | Leton

Penaos touzañ al leton ?

Evit kaout ul letonenn stank ez eo a-bouez touzañ anezhi a-feson. Ne vo ket liv mat war ho pin pe ho sapr ma n'eo ket kempenn al letonenn en-dro dezho.

Lun 30.4.2012 09:58 | Moullañ | Leton

Pages: 1-5 6-10 11-15 16-20 21-22

Diwar-benn KPR

KPR - Kevredigezh al Liorzhourien Slovakia
KPR – Kevredigezh al liorzhourien a zo ur gevredigezh etrevroadel a liorzhourien. Gouzout pelloc'h
Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.

Rakdibabet eo doare brezhonek Botanix evel danvez loread Prizioù dazont ar brezhoneg.
Eskemmit ar skiant ho peus prenet o c'hounit plant. Skrivit ur pennad diwar-benn al liorzhañ, ar plant, gounit ar plant, h.a., hag embannit anezhañ en hor c'helaouenn Botanix en ho yezh ! Deuit e darempred ganeomp evit gouzout pelloc'h.

Rummad : An holl Alioù evit gounit plant Amprevaned Gwez-balmez Gwez-pin Kebell-touseg Leton Plant ar broioù pell Plant dour